Goude bezañ bet 19 gwech Kampion Breizh, en deus Bagad KEMPER daspugnet un toullad avanturioù, sonerezhel pe get, war leurennoù ar bed a-bezh, ar pezh a ziskouez startijenn sevenadur Breizh. Krouadennoù nevez o doujañ eus perzhioù sonerezh ar vro, kempennadurioù tonioù hengounel, tonioù amprestet e broioù gant identelezhioù kreñv ganto, an toniaoueg kinniget gant ar bagad, an hollad-se a ra eus bagad Kemper unan eus an dileuriad Breizhad pouezhusañ er bed a-bezh. Bagad KEMPER en deus kemeret perzh en un toullad abadennoù broadel hag etrevroadel :
- Bro-Spagn : Festival Etrekeltiek, Xacobeo 93, Festival Ortigueira 2005, 2007 ha 2008, Olot (2008) hag Orense ;
- Sina : Rannvro Shandong (mae 2005) ;
- Bro-Skos (Glasgow) : Royal Concert Hall ha Festival Celtic Connections (1996, 1999, 2001, 2003, 2004, 2006 ha 2008) ;
- Bro-Saoz (Londrez) : Barbican Center ;
- Aostria : diskouezadeg "Breizh XIVvet Kantved betek bremañ" ;
- Gabon (Libreville) : Gouelioù ar Sevenadurioù (Mae - Even 1998) ;
- Portugal : Diskouezadeg Hollvedel Lisboa, Coimbra ;
- Pariz : La Villette, Zénith, Olympia, Palez ar C'hendalc'hioù, Bercy (gant Dan Ar Braz) ;
- Abadennoù skinwel : skignadurioù abadennoù Azeliz Iza ha Sud ar Su war France 3 , Luar (TVG Galice), Les Victoires de la Musique…
- Breizh : Gouelioù-Meur Kerne, Festival Etrekeltiek an Oriant, Festival des Tombées de la Nuit (Roazhon), Festival an Erer Kozh (Karaez), Festival Penn ar Bed 2007 (Kraozon), Leurennoù Broadel...
Teuliad-kelaouiñ Bagad KEMPER 2010
|